Ar plac’h a garan me

Gilles Servat

Ar plac'h a garan me
En disheol pa vale
He sked tener ha sklaer
A c'houlaou tu gin ar gez
Ha kleùet ' vez frondoù distan
Ha n'int ket bet kleùet biskoazh
Frondoù ha n'eus ket anezhe
Ar plac'h a garan pa vale

Ar plac'h a garan me
En nozvezh pa vale
Stered splann a ziskenn
War c'horre sioul ar ster
Stered aour stered argant
Ha n'int ket bet gwelet biskoazh
Stered ha n'eus ket anezhe
Ar plac'h a garan pa vale

Ar plac'h a garan me
E miz du pa vale
Bleunioù dispar a c'hol
Barr an avalegi
En-dro dezhi tud brav a zañs
Ha n'int ket bet gwelet biskoazh
Tud brav ha n'eus ket anezhe
Ar plac'h a garan pa vale

Ar plac'h a garan me
War an traezh pa vale
Ar mor bet dichalet
Beteg he zroad e teu
Ha kleùet vez merc'hed a gan
Ha n'int ket bet kleùet biskoazh
Merc'hed ha n'eus ket anezhe
Ar plac'h a garan pa vale

Curiosidades sobre la música Ar plac’h a garan me del Gilles SERVAT

¿Cuándo fue lanzada la canción “Ar plac’h a garan me” por Gilles SERVAT?
La canción Ar plac’h a garan me fue lanzada en 2000, en el álbum “Comme je voudrai !”.
¿Quién compuso la canción “Ar plac’h a garan me” de Gilles SERVAT?
La canción “Ar plac’h a garan me” de Gilles SERVAT fue compuesta por Gilles Servat.

Músicas más populares de Gilles SERVAT

Otros artistas de Folk rock