Kanet berjelennig !
Traditional
Duhont, duhont, 'ar ar mane, ies ur verjelenn
Berjelennig 'hoarn he denved i larin ur sonenn
Mabig ar roue he selaoue, hag he selaoue mat
A dal ar fenestr uhelan, 'oe e palest e dad
- Kanit, kanit, berjelennig, kar me gav bra' ho ton
O, na reital ma' ho klevan, rejouisa ma c'halon
- O, non pas sur denig yaouank, ma na ganin ket ken
Kar me m'eus ur breu' en arme, hag a ra din anken
Kar me m'eus ur breu' en arme, 'ouian ket e zoere
Marsen e ma beuet er mor, pe lahet en arme
Marsen e ma beuet er mor, pe lahet en arme
Kaset e m'eus un evnig rouz da ouiet an doere
Na bet e' bet an evnig se, bet e' bet ha deit en dro
Deit e' getan ma yaouankiz, c'hoah ur vec'hig d'am bro