Me 'zo ganet e-kreiz ar mor
Me zo ganet e-kreiz ar mor
Teir leo er-maez
Un tiig gwenn du-hont am eus
cr banal 'gresk e-tal an nor
Hag al lann a c'hol' an avaez
Me zo ganet e-kreiz ar mor
E bro crvor
Ma zad a oa 'èl e dadoù
Ur martolod
Bevet en deus kuzh ha diglod
- cr paour ne gan den e glodoù
Bemdez-bemnoz ār ar mor blot
Ma zad a oa 'el e dadoù
Stlejour rouedoų
Ma mamm ivez a laboura
- Ha gwenn he bleo
Ganti ar c'hwez ār hon taloù
Desket em eus, bihanik tra
Medi ha tenni avaloù
Ma mamm ivez a laboura
D'ounit bara
O deizioù mam bugalerezh
Pand aen, dilui
Gant mamm da redek an irvi
Pe gant ma zad d'ar beskerezh
Men ez oc'h-c'hwi ?
O deizioù mam bugalerezh
Na dous e oac'h!
C'hwec'h 'oamp neuze, santez Mari
cr-dro d'an daol
Yac'h ha laouen e vevemp holl
Da Zoue ha deoc'h e tougemp bri
Bremah ema kemmet an taol
C'hwec'h 'oamp neuze santez Mari
N'omp mui 'met tri
cr Maro àr an nor 'n deus stoket
Deuet eo a-barzh
Hon eurvad zo aet kuit 'n un arc'h
Er vered parrez da gousket
Hag ennon e c'hanas ur barzh
Maro àr an nor 'n deus stoket
Ne ouelin ket ...