Gant ar red

Denez Prigent, Yann Tiersen

Lagad ma zour-tan ne virv ken
Ha lazhet eo ma steredenn

Ha setu me 'vont gant ar red
c-youl avel hep stur ebet

Ha setu me 'vont ma-unan
Seul vui 'z an seul vui n'em gollan

Ha da c'hervel a-bouez ma fenn
Kaerder tremenet ma glenn

Met na respont din em dispi
'Met klemm pell ar peñseidi

Nemet korn boud ar bagoù-noz
'Kantren er mor du direpos

'Kantren direpos er mor don
cet int da beñse eveldon

Forzh dezho klask un enezenn
Pell 'zo n'eus ket anezhi ken

Forzh dezho esperiñ 'n ur vro
N'eus ket anezhi ken pell 'zo

Músicas más populares de Denez Prigent

Otros artistas de Worldbeat